Evit mont gant hent an dizanvezelañ evit ar marc’hadoù foran emañ kêr Garaez o vont da lakaat enlinenn ar c’hemennoù galv foran d’ar c’hevezerezh a denn d’he marc’hadoù.
Er rubrikenn-mañ e vo kavet gant an embregerezhioù an holl gemennoù bruderezh a zo er mare-mañ evit marc’hadoù foran kêr Garaez, evit labourioù, pourvezioù ha servijoù.
Pedet eo an embregerezhioù da sellet ingal ouzh ar c’hemennoù bruderezh a vez lakaet enlinenn.
Gallout a reont ivez pellgargañ an teuliadoù a blij dezho goude bezañ roet o anv (ret eo en ober evit gallout heuliañ an traoù. Da skouer, resev titouroù ent emgefreek evit klokaat pe reizhañ an teuliadoù e-pad an agerzhadur).
Posupl eo ivez respont enlinenn d’an enklaskadennoù e surentez.
Gant ar rubrikenn-se e c’hall ar geodedourien kompren gwelloc’h penaos ez a en-dro ar prenadennoù hag ar marc’hadoù tonket gant kêr (roll ar marc’hadoù : liamm war-zu e-megalis).
Roll marc’hadoù Kêr
Roll deroadurioù ar marc’hadoù foran e 2012
(© Ministrerezh an Armerzh, an arc’hant hag ar greanterezh)